Patrom:Degemer/Keleier
Neuz
Gwelet ivez Keleier ar vro.

- 4 a viz Gouere : deroù Tro Bro-C'hall 2026 e Barcelona.
- 4 a viz Gouere : lidañ a reer er Stadoù-Unanet daou-c'hant hanter-kant vloaz ar Reveulzi amerikan.
- 1añ a viz Gouhere : Keiko Fujimori a zo dilennet da brezidantez Perou, ar c'hentañ gwech eo ma vije ur vaouez e penn ar vro.
- 24 a viz Even : gant daou gren-douar e Venezuela ez eus lazhet 1430 den d'an nebeutañ ha milieroù a dud zo dianket.
- 24 a viz Even : barrad amzer tomm-gor e kornôg Europa. E Breizh ez eus tizhet meur a daol-dreist temperadurioù, en tu all da 40°C e meur a lec'h.
- 22 a viz Even : Keir Starmer (skeudenn) a ro e zilez diouzh e garg a gentañ-ministr eus ar Rouantelezh-Unanet.
- 21 a viz Even : e dilennadeg prezidant Kolombia eo trec'h Abelardo de la Espriella, eus an tu-dehoù pellañ.
- 11 a viz Even : d'an deiz-se eo padet hiroc'h brezel Ukraina eget ar Brezel-bed kentañ.
- 11 a viz Even : deroù Kib vell-droad ar bed 2026 e Kêr-Vec'hiko.
- 10 a viz Even : marvet eo ar c'haner Manu Lann Huel.