Yod avaloù-douar
| Iskevrennad eus | potato dish |
|---|---|
| Rann eus | colcannon, croquette |
| Danvez implijet | potato, amann, laezh |
| Doare sevel | mashing |
| Dezverket dre | gwarnisadur |
| Course | gwarnisadur |
Yod avaloù-douar, yod patatez pe flastrenn, zo ur meuz graet gant avaloù-douar poazhet ha flastret, mesket alies gant laezh ha holen. Amann ha pebr a vez ouzhpennet alies ivez. Debret e vez alies gant un tamm kig pe legumaj. Kraoñ-muskadez rasklet pe keuz rasklet (gruyère, emmental, comté]...) a c'haller lakaat e-barzh ivez.
Ar yod avaloù-douar a servij da fardañ meuzioù all : an avaloù-douar mod dugez (gant melen-vi), an avaloù-douar mod Daofinez, an hacheiz mod Parmentier (gant hacheiz hag ognon), an gnocchi (Italia), raviolennoù, clapshot (Inizi Orc'h), colcannon (Iwerzhon), champ (Iwerzhon), krokedennoù, mukimo (Kenya).
Yod avaloù-douar prim a vez gwerzhet, e stumm ur boultrenn a zle bezañ mesket gant dour pe laezh tomm evit kaout yod avaloù-douar.
Ar gouennoù avaloù-douar implijet e Breizh evit ober yod eo ar Bintje, ar Charlotte hag an Amandine. E Breizh-Veur e vez graet gant ar King Edward, ar Golden Wonder hag ar Red Rascal, e Norzhamerika gant ar Russet[1].
Aozennoù all a vez lakaet er yod avaloù-douar hervez boazioù ar broioù hag ar sevenadurioù : ognon, sezv, pimant, koriandrez, louzoù (perisilh, kraksivolez), spisoù (kraoñ-muskadez peurgetket), kignen, kig-sall, dienn trenk.
Aloo bharta zo ur meuz eus India hag a vez graet gant yod avaloù-douar hag ognon miñset, sezv (eoul, toaz pe greun), pimant, delioù koriandrez ha spisoù all. Alu pitika (আলু পিটিকা) zo ur stumm all eus aloo bharta eus Asam[2][3] hag a vez aozet hep sezv ha spisoù all peurliesañ. Graet gant patatez rostet pe mogedet, debret e vez Alu pitika e-pad ar goañv dreist-holl.
- Yod avaloù-douar industriel poazhet en ur chaodouron
- Ur bladennad silzig gant yod avaloù-douar, kaol ha soubilh ognon, ur meuz breizhveuriat anvet "bangers and mash"
- Yod avaloù-douar gant amann ha kraksivolez
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Randal, Oulton (7 October 2004). "Floury Potatoes"
- ↑ (2021) "Indian Traditional Foods and Diets: Combining Traditional Wisdom with Modern Science of Nutraceuticals and Functional Foods", Nutrition, Food and Diet in Ageing and Longevity, Healthy Ageing and Longevity. 357–392 p. DOI:10.1007/978-3-030-83017-5_18. ISBN 978-3-030-83016-8.
- ↑ (2019) "Indian Traditional Foods: Preparation, Processing and Nutrition", Traditional Foods, Food Engineering Series. 127–199 p. DOI:10.1007/978-3-030-24620-4_6. ISBN 978-3-030-24619-8.